Aesti Notennoù | Lañser merdeiñ
Pobloù an Henamzer
HenamzerMor BaltelromanTacitus98Mor BaltelLituaniaPrusia ar ReterKaliningradLoc'h ar Vistulalituaneghenbrusegloc'hlennGermanedfinnek-ougrekSuebiEnez Vreizhyezh keltiekFenniFinnedCassiodorusJordanesVIvet kantvedAlfred VeurAdam BremenXIvet kantvedestonegsagaoùskandinavek
Aesti
Sauter à la navigation
Sauter à la recherche
An Aesti pe Aestii a oa ur bobl en Henamzer hag a oa o chom er reter d'ar Mor Baltel. Meneget e voent gant an istorour roman Tacitus en e levr Germania (war-dro ar bloavezh 98). Hervez Tacitus e oa Aestui, bro an Aesti, un tu bennak er reter da vro ar Suiones (e Sveden), war ribl ar Mor Baltel. Diwar an displegadennoù-se e c'haller soñjal e oant oc'h ober o annez er pezh a voe Lituania ha Prusia ar Reter diwezhatoc'h (rannvro Kaliningrad hiziv).
Gouzout a reer ivez e reer Aistmarės eus Loc'h ar Vistula e lituaneg hiziv, hag Aīstinmari e oa en henbruseg, un anv hag a zle bezañ savet diwar Aesti ha mari ("loc'h" pe "lenn").[1] Da lavaret eo e oa "loc'h an Aestii" anv kozh al ledennad dour-se.
Hervez ar pezh a zo bet dastumet gant an enklaskerien e c'hallomp soñjal e oa an Aesti ur bobl kar d'ar pobloù baltek, evel an Henbrused, da lavaret eo ne oant na Germaned, evel ar Brusianed, nag ur bobl finnek-ougrek, evel Estoniz bremañ. Kontañ a ra Tacitus en e skrid e oa o sevenadur ur meskaj etre hini ar Gelted ha hini ar C'hermaned : disklêriañ a ra e oa ganto "an hevelep boazioù ha kustumoù" evel "ar Suebi" (d'ar mare-se e talveze ar ger-se da envel an holl bobloù german eus ar reter), met o yezh a oa heñvel ouzh hini tud Enez Vreizh (da lavaret eo ur yezh keltiek ha n'eo ket ur yezh c'hermanek evel hini ar Suebi). Hogen gouzout a raer e rae Tacitus, alies, anv eus traoù en doa klevet gant tud all, traoù kontet dezhañ ha n'eo ket traoù bet gwelet gantañ war-eeun.
Ar pezh a gont Tacitus diwar-benn lidoù an Aesti a azeule ur vamm-doueez a glot a-walc’h gant ar pezh a ouzomp diwar-benn relijion bagan ar pobloù baltek gwechall.[2] Menegiñ a ra ivez ar Fenni a oa amezeien d'an Aesti ha gouzout a reomp e oa ar Fenni hendadoù ar Finned.
War-lerc'h Tacitus ez eus bet tud all oc'h ober anv eus an Aesti en o skridoù, evel Cassiodorus (war-dro 485 – war-dro 585), Jordanes (VIvet kantved), Alfred Veur, roue Wessex, pe Adam Bremen, ur c’hronikour alaman eus an XIvet kantved.
En estoneg modern e reer Eesti eus "Estonia". Anavezet e oa ar vro-se evel Estia pe Hestia e testennoù latin kozh, hag Eistland er sagaoù skandinavek kozh. Gwechall e rae Estoniz gant ar ger Maarahvas evit ober anv anezho o-unan, ur ger hag a dalvez kement ha "tud eus ar vro". Ne ouzer ket gwall vat petra eo orin ar gerîoù Aesti hag Eesti met kar int.
Notennoù |
↑ Mikkels Klussis, Dictionary of Revived Prussian: Prussian - English, English - Prussian, Vilnius 2005–06, p. 47.
↑ Lang, Valter. The Bronze And Early Iron Ages In Estonia, Estonian Archaeology 3. University of Tartu Press, Tartu. 2007. [1]
Rummad :
- Pobloù an Henamzer
(window.RLQ=window.RLQ||[]).push(function()mw.config.set("wgPageParseReport":"limitreport":"cputime":"0.040","walltime":"0.054","ppvisitednodes":"value":80,"limit":1000000,"ppgeneratednodes":"value":0,"limit":1500000,"postexpandincludesize":"value":439,"limit":2097152,"templateargumentsize":"value":0,"limit":2097152,"expansiondepth":"value":3,"limit":40,"expensivefunctioncount":"value":0,"limit":500,"unstrip-depth":"value":0,"limit":20,"unstrip-size":"value":866,"limit":5000000,"entityaccesscount":"value":0,"limit":400,"timingprofile":["100.00% 10.527 1 -total"," 44.38% 4.672 1 Patrom:Daveoù"," 32.73% 3.445 1 Patrom:VIvet_kantved"," 20.54% 2.162 1 Patrom:XIvet_kantved"],"cachereport":"origin":"mw1263","timestamp":"20190423150004","ttl":2592000,"transientcontent":false););"@context":"https://schema.org","@type":"Article","name":"Aesti","url":"https://br.wikipedia.org/wiki/Aesti","sameAs":"http://www.wikidata.org/entity/Q256937","mainEntity":"http://www.wikidata.org/entity/Q256937","author":"@type":"Organization","name":"Contributeurs aux projets de Wikimu00e9dia","publisher":"@type":"Organization","name":"Wikimedia Foundation, Inc.","logo":"@type":"ImageObject","url":"https://www.wikimedia.org/static/images/wmf-hor-googpub.png","datePublished":"2016-07-12T15:54:25Z","dateModified":"2016-07-12T20:43:27Z","image":"https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/b/bb/Roman_Empire_125.png"(window.RLQ=window.RLQ||[]).push(function()mw.config.set("wgBackendResponseTime":160,"wgHostname":"mw1268"););