Aostrazia Taolenn Rouaned Aostrazia | Pennadoù kar | Gwelout | Lañser merdeiñ
Aostrazia
GaliaMeuseMoselRoenfrankReimsMetzNeustriaGarolingidiHlodwig IañClovisgalleg511NeustriaPepin IIIReimsBrunehildeWisigothedFrédégondeChilperig Iañ
Aostrazia
Sauter à la navigation
Sauter à la recherche
Aostrazia a oa ur rouantelezh e reter Galia, e traoniennoù ar stêrioù Meuse ha Mosel, betek ar Roen, da vare ar rouaned frank. Reims e oa kêr-benn gentañ ar vro, a voe kaset da v-Metz da c'houde.
Brezel a veze etre rouaned Aostrazia ha re Neustria, er c'hornôg.
Eus rouantelezh Aostrazia e oa ar Bepined hag ar Garolingidi.
Pa varvas Hlodwig Iañ (pe Clovis e galleg a vremañ) e 511, e voe rannet e rouantelezh etre e vibien. Echu e voe gant Aostrazia pa voe unanet gant rouantelezh Neustria e 751 dindan Pepin III.
Taolenn
1 Rouaned Aostrazia
2 Pennadoù kar
3 Gwelout
3.1 Notennoù
Rouaned Aostrazia |
- Eus 511 da 534 : Teodorig (anavezet evel Thierry Iañ e galleg) a voe roet dezhañ reter rouantelezh e dad, Aostrazia, enni Galianed romanekaet, Franked, Chated, Alamaned, en ur vro a glote gant Galia belg, hag a zo bremañ douaroù Loren, Rheinland, Elzas, Champagn, Belgia, hag ul lodenn eus an Izelvroioù. Da gentañ e voe lakaet ar gêr-benn gant Teodorig e Reims, ha goude e Mettis (Metz), a oa muioc'h er c'hreiz. Lakaat a reas uhelaat mogerioù kêr, diazezañ e lez en ur palez anavet evel « al Lez aour », war dorgenn ar Groaz Santel. [1]. Ur « maer» a oa karget d'ober war-dro ar palez hag ar pourvezioù.
- 7 000 a dud a oa neuze, a-hervez e kêr Mettis.
- Eus 534 da 547 :
Teodebert Iañ (pe Thibert e galleg). Ar brudetañ eus rouaned Aostrazia hag eus warlerc'hidi Clovis. Diskouez a ra bout dizalc'h hag ober a ra e voneiz. Kannaded a Vizantion a deu betek ennañ, a-berzh Justinian. Mervel abred a ra avat, en 547/548,
- Eus 547 da 555 : Théodebald Iañ, pe Tepod
- e vab Theodebald a varvas en 555, hag a lezas Aostrazia gant Klotar Iañ, mab da Klovis Iañ, a renas c'hwec'h vloaz. « Roue Soissons » a vodas an holl rouantelezhioù frank dindan ur roue hepken.
- Eus 555 betek 561 : Chlotar pe Klotar Iañ
- Adsavet rouantelezh Klovis gant Klotar Iañ
- Eus 561 betek 575 :Sighebert pe Sigebert Iañ
Sigebert Iañ, mab da Glotar Iañ, a voe roet rann reter ar rouantelezh, gant Reims da gêr-benn. Met en 566 e timezas da vBrunehilde (pe Brunehaut), a oa merc'h da roue ar Wisigothed, e Mettis (Metz), e gêr-benn nevez. Kontellataet e voe gant muntrerien kaset gant Frédégonde, pried Chilperig Iañ. Neuze e voe d'e bried Brunehilde da c'houarn ar vro.
Pennadoù kar |
- Franked
- Neustria
Gwelout |
- Franked
- Rouantelezhioù ar Franked
Notennoù |
↑ Hiriv e vez graet Musées de la Cour d'Or (Mirdioù al lez Aour) eus Mirdioù Metz war an dorgenn-se, war dachenn ar palez kozh hervez a greder.
Rummad :
- Aostrazia
(window.RLQ=window.RLQ||[]).push(function()mw.config.set("wgPageParseReport":"limitreport":"cputime":"0.052","walltime":"0.063","ppvisitednodes":"value":79,"limit":1000000,"ppgeneratednodes":"value":0,"limit":1500000,"postexpandincludesize":"value":0,"limit":2097152,"templateargumentsize":"value":0,"limit":2097152,"expansiondepth":"value":2,"limit":40,"expensivefunctioncount":"value":0,"limit":500,"unstrip-depth":"value":0,"limit":20,"unstrip-size":"value":396,"limit":5000000,"entityaccesscount":"value":0,"limit":400,"timingprofile":["100.00% 0.000 1 -total"],"cachereport":"origin":"mw1322","timestamp":"20190331024602","ttl":2592000,"transientcontent":false););"@context":"https://schema.org","@type":"Article","name":"Aostrazia","url":"https://br.wikipedia.org/wiki/Aostrazia","sameAs":"http://www.wikidata.org/entity/Q105098","mainEntity":"http://www.wikidata.org/entity/Q105098","author":"@type":"Organization","name":"Contributeurs aux projets de Wikimu00e9dia","publisher":"@type":"Organization","name":"Wikimedia Foundation, Inc.","logo":"@type":"ImageObject","url":"https://www.wikimedia.org/static/images/wmf-hor-googpub.png","datePublished":"2008-01-31T12:31:35Z","dateModified":"2016-10-15T22:54:43Z","image":"https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/f/fc/Austrasie752.jpg"(window.RLQ=window.RLQ||[]).push(function()mw.config.set("wgBackendResponseTime":137,"wgHostname":"mw1267"););